Pritilata Waddedar

Pritilata Waddedar

Pritilata Waddedar (5 a viz Mae 191123 a viz Gwengolo 1932)[1] a oa ur vroadelourez vengali.
Goude bezañ bet tapet ur skrid-testeni war ar brederouriezh ez eas da gelennerez kent emouestlañ en ur c'helc'h dispac'herien a-enep beli ar Rouantelezh-Unanet a oa kaset gant Sourya Sen eus an Indian National Congress.
D'an 23 a viz Gwengolo 1932 e kasas Pritilata Waddedar, oadet 21 bloaz, eizh dispac'her ganti da arsailhat ar Pahartali European Club e kêr Chittagong (e Bangladesh bremañ), en abeg d'ur skritell eno ma oa skrivet « Dogs and Indians not allowed », "berzet d'ar chas ha d'an Indianed". Lakaat a rejont an tan, ha spontet e voe renerien ar paou[2]. Tapet e voent gant ar polis saoz ; evit chom hep bout kastizet e tibabas Pritilata Waddedar en em lazhañ dre lonkañ kianidenn (KCN).

  1. (en) The Daily Star, 05 MAE 2011
  2. (en) Remembering the Legendary Heroes of Chittagong

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne